
Gant Radio Kreiz Breizh
Ur magazin a veze kinniget bemdez e brezhoneg deus al lun betek ar gwener etre 7 e 30 ha 9 e 00 war RKB. Un abadenn kronikennoù hag atersadennoù liesseurt enni. Bemdez da 7e30, da 8e00 ha da 9e00 : Keleier ar Vro graet asambles gant an 3 radio all a ra abadennoù e brezhoneg (Radio Bro Gwened, Radio Kerne hag Arvorig Fm). da 7e45 : "Un tamm tro ba 'r jardin gant Christine Dubois deus Mael-Karaez. da 7e50 : Geriou ar vuhez gant Herri An Aod. da 8e15 : un atersadenn war-eeun pe get graet gant un animatour(ez) deus RKB, Radio Kerne pe Radio Bro Gwened. da 8e25 : "Ar c'hoari" da 8e40 : Pep hini e zik : un ton pe ur ganaouenn choazet gant un den, arzour pe get. Lâret a ra 'blam da betra neus dibabet anezhañ pe anezhi. da 8e45 : Poltred ar sizhun







