BOA logo

Heklev an hañv - 5 a viz Eost 2025 - Kompren Hiroshima

Heklev an hañv - Gant Radio Kerne

47 mn 30 sec 05 Eost 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh
abadennoù sonerezh

80 bloaz 'zo eo bet lañset ur vombezenn nukleel war Hiroshima ha Nagasaki e Bro Japan, o lazhañ tro 200 000 den en holl. Etre ar re devet ha marvet war an taol hag ar re bet lazhet gant ur c'hrign-bev liammet d'ar radioaktivelezh, e c'hellfe neb hini soñjal ez eo un torfed a-enep da vab-den implij seurt armoù. Daoust da se, daoust d'ar fed e vefe bet savet ar feur-emglev o tifenn an armoù nukleel e 2017, daoust d'ar Priz Nobel bet roet e 2024 d'ur gevredigezh o strollañ tud a-enep d'an armoù nukleel, daoust d'ar brezelioù a vez e 2025, n'eo ket simpl c'hoazh lâret eo ret paouez gant an armoù-mañ.

Ur vodadeg a zo aozet gant ar CIAN Penn ar Bed d'ar 6 a viz Eost 2025 war Menez Hom evit gervel an holl da c'houlenn gant gouarnamant Bro C'hall distruj e armoù nukleel.
Da gentañ e vo klevet Paol Mingant, istorour, displegañ penaos eo erruet un dra ken skrijus evel bombezadegoù Hiroshima ha Nagasaki ha da c'houde e vo klevet Youn Jardin o arguzeniñ war ar fed e vefe ret da Vro C'hall distruj e armoù.

Hag e fin an abadenn ar gronikenn Kokennig ar Son diwar-benn an divelfenneged gant Valentin deus Ti ar C'hoadoù.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA