An diskouezadeg "Warhol" a vez dalc'het e Kef Helene hag Edouard Leclerc (FHEL) e Landerne betek fin miz Genver. An hanterourez sevenadurel Elise ar Fourn a ginnigo buhez hag oberennoù arzour ar "pop-arz" deomp.
Brice ar Penneg a embanno ur gronikenn diwar-benn bagad bro Landerne a sono warc'hoazh da geñver an abadenn "Fest e Landerne".
Petra a rit e-pad an hañv ? Kasit ho "Mouezhig" deomp ! Lucia Giacomazzi zo ur studierez eus bro Italia. O labourat e Gwarez filmoù Breizh emañ e-pad an hañv. Keñveriañ a raio he bro ha Breizh en he c'hartenn-veaj.
Eil abadenn "Radio Susinioù" a vo embannet gant strollad kazetenniñ KEAV : Mai, Yann-Mai, Yann-Fañch hag Yves.



