-Erell Lhopiteau, diwar-benn kefridi ar gevredigezh Gwennili: reiñ askell d'ar yaouankizoù, dezhe da gaout fiziañs en o barregezhioù, o fersonnelezh, o c'hiriusted: kaset e vezont d'an estrenvro evit chanteroù pe kevratoù etrevroadel.
-Annie Ebrel a oa e Konk-Kerne un nebeut deizioù zo, asambles gant tud he label hag arzourezed hag arzourien zo deus o c'hatalog. Paker Prod a reseve anezhe en o c'her, ha meur a sujed zo bet tretet gante: kemenn diwar o fenn, n'em werzhañ gwelloc'h hag e diavaez Breizh, gwellaat kondisionoù ar merc'hed, gouzout peseurt mod c'hoari gant an intent artifisiel...
-Soaz Jolived zo kelennerez war an dañs ha sokiologourez: en em soñjal a ra abaoe pell war an doare gwellañ da goshaat gant e gorf / he c'horf.
-Ur gentelig 'Strujenn' ouzhpenn gant Gwennaig Viol : an trichin-gad
-Ur podkast, gant Morgane Cotten : ''Le jour où il est parti''.
Keleier : Anton Burel.



