BOA logo

Awel Em Fenn - Gwener 19 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

59 mn 56 sec 19 Gwengolo 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

En hoz abadenn hiniv: Jaime da Silva a gomz ag e livr a zo nevez daet er-maez: Jobeline, kouiff ma mamm. An arbennigour àr an dilhad hengounel a gont da Neshka pesort traoù vez kavet abarzh, ha kouviiñ a ra ivez razh an dud da zonet da Velrand d'an 24 a viz Gwengolo aveid an abadenn-didikassiñ kentañ!

Klevet vo ivez Anna Soaz Bervet doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh aveid ar wezh ziwezhañ ar sizhun-mañ, hag Alan Goulven a gomañs un heuliadenn nevez en e gronikenn Yec'hed, a-ziar an HPV.

Abadenn animet get Neshka, keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA