Ar pod houarn - Gant Radio BOA
25 mn 42 sec 08 Gwengolo 2025
Hini an dreuzadenn vras beteg an Arvorig? Mareoù an duked hag ar roueed? Ar drevadennouriezh?
Ur lec'hienn internet a zo o paouez bout embannet, a ro sklaer da welet mareoù bras Breizh ha pobl ar vreton.ezed. Ur seurt danvez, a zo bet dilezet get program boutin ar skolioù, skolajoù ha liseoù gall. Ar pal a zo komz da lod vrasañ ag an dud, n'eo ket ur lec'hienn evit an arbennigourien.ezed. Anvet eo Istor - Histoire de la Bretagne. Rozenn Milin, krouerez ar raktres a zo deuet e studio Radio BOA da gontiñ an avañtur (e poltred ar podkast-mañ).