Ar pod houarn - Gant Radio BOA
12 mn 5 sec 16 Kerzu 2025
Hag e Kemperlé, ivez. Soñjet get Rejin neuze perak pas en em vodañ asamblez evit preniñ un ti, get ur priz izeloc'h peogwir eo ur raktres a-stroll, etre tud a gomz brezhoneg?
Ar pal hervez Rejin a zo "krouiñ un dra yac'h ha nevezus a-walac'h". War ar priñsip eo mennet ur bochad tud. Met hervezh Rejin, "kalz tud a lâr [... ] dispar ag ar choej, dreist..." Met evit ar poent n'eus ket kalz a respontoù fetis. Goulenn a ra get an dud da gomz get ar re arall evit kavout ar re a vo intereset get ar raktres.
280 000 euro, evit ar poent. Met hrewezi e c'heller krouiñ ar raktres a-stroll, ha kinnig traoù. Ur raktres evit hiniennoù kentoc'h evit ur familh.
Titoutoù ouzhpenn da-heul an atersadenn: goude un emvod get an ti-kêr eo tost ar servij a ra àr-dro ar lojeiz da souten ar raktres.
Un atersadenn get Enora Molac.



