BOA logo

Aet zo daou zen eus Plourac'h...

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 55 sec 18 December 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

En abadenn-mañ e vo rentet un tamm enor da zaou zen o deus merket tud kreiz Breizh hag a oa aet d’an anaon e penn kentañ miz Kerdu 2025.

Jean an Alour oa aet diouzhomp d’ar 6 a viz Kerdu 2025. Un enor fromus oa graet dezhañ dirak iliz Skrigneg gant ur gavotenn evel-just ("Stokomp hom zreid deuzh an douar ken a greno an arched-mañ!"). E-pad bloavezhioù e oa bet an den o teskiñ d’an dud paz Kalanel just a-walc’h !

Feliks Leizour oa marvet d’an 8 a viz Kerdu hag eo bet a-viskoazh ur politikour chomet gwriziennet en e vro c’henidik.

O-daou e oant bet ganet e Plourac’h, ur gumun vihan eus bro Gerne, damdost da Gallag.

Da gomz diwar o fenn omp bet o konto gant un den bet ganet evelte war barrouz Plourac’h… Emgav a oa lakaet e ti-kañv Kallag e lec’h m'emañ Yannig Larvor o labourat.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA