BOA logo

Enor da Yann Gwilhamot ha Charlie Grall, daou stourmer evit ar brezhoneg

Peoc'h ba'l loch ! - Gant Radio Kreiz Breizh

59 mn 53 sec 19 Du 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Abadenn enrollet d'ar Sadorn 24 a viz Here 2026 e-kerzh Gouel Levrioù Karaez gant Bernez Rouz, buhezour ar blog "Teñzor ar brezhoneg skrivet", ha Padrig an Habask, rener ar gelaouenn hag an ti-embann Al Lanv. Un abadenn da enoriñ daou stourmer evit Breizh hag ar brezhoneg aet diouzhimp n'eus ket keit-se zo : Yann Gwilhamot ha Charlie Grall. Un digarez da vrudañ pennoberenn Yann Gwilhamot, ar C'heriaoueg Bigoudenn-Glazik, embannet gant Al Liamm, ha d'ober ur sell war-gil war oberennoù brezhonek Charlie Grall.

Gant mouezhioù Katell Grall, Lizet Divanac'h (Dastum) ha Martial Menard.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA