Muioc'h a ditouroù da zonet emberr en destenn-mañ.
Dre vras e vo klevet: Perig Pustoc'h deus ar gevredigezh Breizh Vev, ha Jean-Noël Ballot ag ar strollad Groupe Loup Bretagne ivez. Komz a ra ag ar pezh a ouier àr ar bleizi a vez o tremen dre Breizh. Dont a reont deus ur familh bleizi "jermano-polonad", ag hanternoz ar c'hevandir. Pared hepken, o klask femelled. N'eo ket a-du razh an dud àr an niver a vleizi deuet er vro, ha n'eo ket souezhus: monet a reont kentoc'h e lec'hioù didud. Evit ar poent n'eus hini ebet a zo chomet da vat, met ret e vo gortoz c'hoazh bloavezhioù evit gouzout ma vez bleizi o chom da vat, oc'h em staliiñ pe o tremen er vro hepken.
Ur prosez a vez dalc'het e Brest an deizioù-mañ, e brest a lak ur c'homandant hag un ofisier dirag ar lez-varn evit tamaladennoù feulsterioù seksist ha seksel. An embregerezh Vrestad Genavir a zo dirag ar barnerion.ezed ivez, evit pas bout fichet goude testenioù ar reuzidi (pe re ziwezhat). Metig a zo ezel ar c'homite souten Teir Martolodez a gont hirroc'h.
Adkavit ivez Romain Sponnagel àr mont en dro ar SACEM, evit an embregerezh Arfolk.
Reko Clem en eksklu: Aked ton nevez Plouz Ha Foen
Poltred: ar bleiz Loargann, tapet get Breizh vev.