BOA logo

Arzh hag Arzhez: raktresoù kleweled nevez a zo e bed ar brezhoneg

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 23 sec 24 Gwengolo 2025

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

"Izold ha Tristan", hag un droiad e bro Skos get "Blaz ar vro"

... Setu soñjoù kleweled diazezet àr ar sevenadur breizhek pe skosek. Deuet eo merour ha produour an embregerezh Arzh hag Arzhez son ha film evit dispakiñ an 2 raktres a zo àr ar stern. Samuel Julien a zo anavezet kentoc'h evit bout rener ar studio advouezhiañ Dizale, pe evit kemer perzh e Gwengolo Filmoù get Mikael Baudu. Echu get Gwengolo Filmoù, ha setu-hennezh o prepariñ abadennoù kleweled nevez, get Yann Herle Gourves ar rener arzhel.

Blaz ar vro a zo ur serienn 6 rann, troet e bro Skos evit dizoleiñ ar vro dre sell an dud e Breizh o anav ar memes stumm stourmoù àr ar yezhoù, ar sevenadurioù... Da welet àr skinwelloù ar vro e penn kommañs 2026.

"Gant aozadurioù evel Le Relais e vez graet war-dro kefridioù ar Stad. Met diaes eo an arc'hantaouiñ"

Distreiñ a ra Uisant Crequer, mouezh-aotreet CRESS Breizh e brezhoneg àr oberezh Le Relais d'ar 15/07/2025. Strewet e oa bet tonennoù a zilhad dirak embregerezhioù Decathlon ha Kiabi. Faot a rae d'ar gevredigezh ad-implij an dilhad lâr groñs e kresk ar c'hargoù, ha ne oa ket moien kenderc'hel da labourat ur seurt. Muioc'h àr an afer get Uisant Crequer.

Un distro-skol ketañ zo bet evit Skolaj Diwan kentañ bro Roazhon

10 krouedur o deus bevet o sizhuniadoù ketañ e Skolaj Diwan Beuzid ar C'hoadoù, e hanternoz Roazhon. Un distro-skol stank ha dibar eo evit ar vugale hag ar skipailhad pedagogel, hervezh ar renerez Emmanuelle Siohan.

Reko Clem: Dentdelion; What you are

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA