Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Lod anezho a c'hell treuziñ ar Frañs evit tremen an dibenn-sizhun en ur bal folk. Liammoù a vez etre sonerien.ezed ha dañserion.ezed balioù folk ha festoù-noz, neoazh e vez gwelet an 2 ekosistem-se èl disheñwel mat. Un abadenn gentañ a oa bet skignet amañ. Bremañ e vo klevet muioc'h komz a liested programadur ar balioù folk, hag obererezhioù an dud get testenioù Véronique Bonnelie programerez evit ar Balilas, Mael Lhopiteau a zo soner ha sonaozer, ha Marine Lavigne, barzhez ha kanerez.
400 km aodoù Breizh ha bro Vañde a veze saotret 26 vlez 'zo adal an 12 a viz An Azvent 1999 da-heul peñse an Erika. E koun ar prantad mantrus e vo un noziad skignadenn an teul-film "Erika" sevenet get Olivier Brunet, klevet e vo ivez ar c'hazetenner Benjamin Keltz (en deus labouret àr an teul-film ivez) ha get Laurine Lebrun, gwiraourez ar mor. Aozet an darvoud get Sevenadurioù ha J'ai vu un Documentaire, get Radio Balises. Muioc'h a ditouroù get Anna Quéré, evit Sevenadurioù.
E rekap ar miz-mañ e vimp get Caroline Trouillet, kazetennerez ha kenurzhierez Splann! Ma faot deoc'h selaou ar rubrikenn en he-fezh, amañ emañ.
Reko Nedeleg: Nedeleg e Breizh, Nous voici dans la ville



