Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
Lan a raktresoù a vez kavet evit souten ar brezhoneg. Un tamm sklerijenn a zo lakaet e abadenn SOFA hiriv àr kinnigoù talvoudus hag awenus e fin ar blez-mañ.
En em harpet eo Matyas Lebrun àr studioù hag oberezhioù minorelezhioù arall er bed, en o mesk ar bobl Maori get o yezh, an Te Reo. 5 peul a harp ar raktres 1000 familh, a vo dalc'het àr 10 vlez e Breizh. 130 familh a zo enskrivet dija evit kemer perzh, a-houde miz Gwengolo 2025. Un atersadenn a vo da glevout en he-fezh en abadenn Gouloù-noz get Liza Jarkez-Vargas (Radio Naoned) e miz Genver.
"Diaes ken-ken eo afer al lojeiz" eme Régine Gwilhamot. Soñjet geti neuze perak pas en em vodañ asamblez evit preniñ un ti, get ur priz izeloc'h peogwir eo ur raktres a-stroll, etre tud a gomz brezhoneg?
Ar pal hervez Régine a zo "krouiñ un dra yac'h ha nevezus a-walac'h". War ar priñsip eo mennet ur bochad tud. Met hervezh Régine, "kalz tud a lâr [... ] dispar ag ar choej, dreist..." Met evit ar poent n'eus ket kalz a respontoù fetis.
"Setu ar 4 anv kentañ dispaket get ar festival" eme Claire Le Moing, kenurzhierez ar gouel. Pasoù 3 devezh a zo da werzhiñ betag Nedeleg, marc'hadmatoc'h en avañs.
En abadenn e adkavehet ivez maouezed Kenleur Manon Le Querler ha Youena Baron, àr ar c'hrouiñ evit ar c'helc'hioù keltieg, àr un diazez hengounel.
Reko An Nedeleg: Nedeleg e Breizh, Cantilène



