BOA logo

Rakprenadennoù levrioù nevez Lennomp

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 21 sec 09 Ebrel 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Levrioù nevez e brezhoneg a zay ‘maez get Lennomp, ma vez rak-prenet a-walac’h diouto

6 levr a zo àr ar stern, skrivet e brezhoneg. Un nebeut sizhuniadoù a chom evit ober ho choaz ha rak-preniñ ar levrioù nevez, en o mesk Marousya n’eo ket laouen ;Daeroù an donvor pe Gwaleurioù un debrerezh linad.

Bruno Le Clainche a zo teñzorour ar gevredigezh staliet e Laz: "disheñvel omp deus an embannerien all, peogwir e embannomp an niver a levrioù a zo bet rak-prenet diganeomp, kuit da gaout stokoù ha kuit da verañ 'ne". Labourat a ra gant Yann-Fañch Jacq krouer ar gevredigezh, a vod tud mennet gant al levrioù e brezhoneg ha skrivagnerion.ezed (Alan Dipode, Laurence Lavrand, Lydia F. Ferron, Lylian le Bars...).

Moien 'zo rak-preniñ al levrioù àr lennomp.bzh beteg an 31 a viz Mae.

« Evned, le Chœur de l’aube »

Setu un arvest dañs get ar gompagnunezh Kouhann. C’hoaritet eo bet e kreiz miz Meurzh e Pleuwigner. Un arvest a lak un tamm splannder àr mouezh evned ar vro dre begoù hon hendadoù. Gwezharall e veze marmouset kan an evned get rimadelloù e brezhoneg. Awenet mat eo bet ar strollad get an danvez kontet get Yann-Vadez Galloudeg. Yann-Vari Le Doussal a zo dañser er strollad. O daou a lâr hirroc'h.

En abadenn e adkavehet ivez Lizher Kelaouiñ Splann, a gaver amañ ivez e brezhoneg, pe e galleg.

Reko Clem: Jean-Luc Thomas 4tet, Takamba Yacouba

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA