BOA logo

Musiques en Bretagne: evit ma zistroio an argant d'an dud a ra sonerezh e breizh

SOFA - Gant Radio BOA

59 mn 44 sec 27 Mae 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".

Emañ an dud oc'h aoziñ skigniñ ar sonerezh e Breizh

Evit poent e vez rastellet 12 million a euroioù get ar Sacem, get skignerien Breizh. Un dakennig a erru e chakodoù an dud a labour e bed ar sonerezh er vro-mañ, a zispleg ar soner Brieg Guerveno. Perak? Peogwir lod brasañ ag an tonioù skignet e Breizh n'int ket bet produet amañ. Hag emañ ret komprenn ivez n'eo ket peogwir e komzer deus sonerezh deus Breizh, eo biniou-bombard dre ret: get arzourien hag arzourezed ar vro e vez graet pop, rock, funk, elektro, rap ha kement 'zo!

Ur c'hontekst hejemonek

Savennoù sonerezh mainstream a zo, hag ur rol hollc'halloudus a vez get an 3 major Universal Music, Sony Music ha Warner Music en ur bed digoret-bras. Evit Romain Sponnagel rener ar label Arfolk, ar plateformoù o deus o rol da c'hoari e ranniñ ar gwirioù. "Seul vrasoc'h ar plateform, seul vihannoc'h ar sammad a argant a vez adroet d'ar sonerion. Pa vez ar monopol geneoc'h, n'ho peus ket da varc'hatañ gant ar re all peogwir oc'h hollc'haloudus".

Ur strollad aktourien e bed ar sonerezh a zo mennet da cheñch an traoù (labelioù, sonerionezed, produerienezed hag arall). Respont a rin da c'halv Brieg Guerveno d'en em gavout e Bear a benn ar 5 a viz Even evit an Emvod Meur da grouiñ ar gevredigezh Musiques en Bretagne. Rol ar gevredigezh a vo da skignañ ha lakaat war vel ar osnerezhioù a bep seurt krouet e Breizh (kan, pop-rock, hengounel, jazz, klasel, elektro, punk, metal, rap...) ha da souten arzourienezed ar vro.

Un eil amprouenn e brezhoneg evit ar bachelouriezh adal 2028

Anoñset e oa bet get ministr an Deskadurezh Stad Edouard Geffray d'ar strollad yezhoù ha sevenadurioù rannvroel ar breujoù d'ar Merc'her 20/05/26: get ar liseadezed ha liseidi e vo moien tremen un arnodenn arbennigerezh en ur yezh rannvroel, adal 2028 (estroc'h evit an arnodenn àr ar brezhoneg pe ur yezh "rannvroel" arall). Evit Renan Kerbiket, kenurzhier ar gevredigezh Kelennomp, "ur paz eo evit kregiñ da anzav ez eus deus yezhoù rannvroel e Frañs". Padal e vo ret gwellout fetis ha resis penaos ober an traoù (evit adlenn ar gopiennoù, da skouer...) ret e vo bout trawalac'h a dud a c'hell en ober ! Evitañ ez eus c'hoazh 22 kinnig arall e danevell ar senedourien Karine Daniel ha Max Brisson, da gemer e kont evit lakaat an traoù da vonet pelloc'h. Labour 'zo!

Un daol-grenn a vo e GBB anvet "5 bloaz goude ar lezenn vMolac, petra 'vo graet bremañ?" d'ar Sadorn 27 a viz Even, e Maner Kernod.

"Ne ouian ket penaos mont kuit"

Setu ar pezh a vez lâret da Maelaig, labourez sokial b'An Ecoutille e kêr An Oriant. Get au Sauvegarde 56 hag ar CIDFF e sikour an dud a c'houzañv feulsterioù seksist ha seksel er gêr pe er labour. Ur skipailhad a-bezh a zo: ur breutaerez, ur psikologourez, un asistantez sokial a zo gouestlet da roiñ titouroù d'an dud gwallgaset, àr o gwirioù. Moien 'zo dezho monet gete da zougiñ klemm en archerdi pe ti ar polis, ha sikour da gaout lojamantoù ivez. Pep hini 'zo degemeret adal 18 vlez, ha moien 'zo degemer ar vugale ivez e-pad an emgav.

An Ecoutille: 21 straed Jules Le Grand b'An Oriant, pellgomzit d'ar 02 97 63 52 36 evit bout un emgav

Mand oc'h o chom pelloc'h evit An Oriant, ur sez pe un astenn a zo nebell moarhat: https://fncidff.info/trouver-mon-cidff/

Reko Clem: Raphaë ha Nui Selkie, Late July

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA