BOA logo

SOFA an hañv. Taol-Lañs GBB 2026: Hekleù

SOFA - Gant Radio BOA

30 mn 0 sec 15 Gouere 2026

Er rann-mañ
e komzer :

nevezadennoù sokial e Breizh
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Setu ur serienn abadennoù Sofa an hañv, ho lakay da glevout ar pezh a zo c'hoarveet e Taol-Lañs GBB 2026.

Ar sizhun-mañ e vo klevet an daouad Hekleù. Gwendal Ruyet hag Antoine Scaviner. Daou sonour, daou vignon, ur vouezh don, son ar gitar akoustik pe tredan, tonioù ha pozioù nevez savet aveit un aergelc'h fromus o deus diazeet o ambiant-dezhe.

Un noziad a-galite uhel

8 strollad a zo tremenet àr ar leurenn, er rummadoù "dazont" hag "a-vicher". Da-heul o 15 munutenn sonadeg e oant bet degemeret àr ur plato radio get Marianne Vaedi, Metig Jakez Vargas (Radio Kerne, Radio Breizh) hag Enora Molac (Radio BOA). Filmet hag enrollet an traoù get skipailhad Kaouenn ! Azenor Kallag an hini eo a zegemere an arzourezed hag arzourien àr ar leurenn.

Barnet e oant àr o sonerezh, o fozioù ha distagadur, koherañs o c'hinnig, o vezañs àr ar leurenn get Elise Desbordes (Emezi, prezidantez ar juri); Solange Cloarec (Deus 'Ta); Eli Salaun (Yezhoù ha Sevenadur) ha Christophe Dagorne (Le Novomax).

Muncai trec'h er rummad "a-vicher" ha JD er rummad "dazont", taol kalon evit Hekleù

Emgavioù get tud a-vicher, sonadegoù, rezidañsoù, prantadoù atersadennoù, fotoioù ha videoioù a zo profet dezho. Tud a-vicher GBB a vo gete evit sikour da ziorren o raktres arzhel. Chañs vat dezho !

Un taol-kalon a zo bet roet get ar juri d'an daouad Hekleù (Gwendal Le Ruyet ha Antoine Scaviner).

Foto: @EricBienfait

Podkast:

seveniñ hag animiñ: Radio BOA & Radio Kerne

teknik live an arzourien: Kaouenn

teknik an atersadennoù: Radio BOA

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA