Ce podcast a été intégralement enregistré en langue bretonne. Pour lire le texte en français, rendez-vous en bas de la page et sélectionnez "FR".
En ur labourat àr pardon Feiz ha Breizh eo, en doa komprenet ar c'hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc'h d'ober. Tudennoù "identitaires" talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwenholoñ 2026 e vode tro 2000 a dud.
Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm get ar c'hazetenner dizalc'h, diazezet àr e enklask embannet get Splann! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag arall... àr ur foñs ideologel ha politikel kalet.
En abadenn e glevehet ivez:
Rekap Splann miz Gwenholoñ àr an neventioù agro-industriel e Breizh
Neventioù Breizh Uhel e kompagnunezh Anne-Claire Quiviger (Radio BOA, Pllum FM)
Fest-noz Radio Kerne a benn ar Sadorn 3/09
Marie-Dominique àr fest-noz Molan d'an 10/10 evit miz Here-Roz (Octobre Rose)



