Kresket eo ar soñjoù digor d'an emrennerezh ag ouzhpenn ur c'hard e-korv un 20 vloaz bennak. Ur sontadeg Ifop nevez urzhiet get Rannvroioù ha Pobloù Kengred a zo deuet 'maez e fin miz Gouel-Mikel (miz Here). Muioc'h e kompagnunezh Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB ha teñzorez R&PS.
Mojenn an daou haroz amourouz beteg ar marv he deus kavet he mouezhioù nevez e brezhoneg: Lleuwen Stefan ha Quentin Morvan a zo an daou aktour a ro buhez d'ar podkast sevenet gant Arzh hag Arzhez (Samuel Julien ha Yann-Herle Gourvez). A benn miz An Azvent (Kerzu) e vo klevet ar fiksion faltazi war Radio BOA ! Selaouit doc'h reportaj Romain Méril, enrollet e Kemper e studio Dizale, e miz Even.
Er podkast-mañ e vo klevet ivez Maelaig Feroc àr darvoudoù ar 25/11 aozeet get ar CIDFF56, devezh etrevroadel ar stourm enep d'ar feulsterioù graet d'ar maouezed ha d'ar minorelezhioù jener ha Loeiz Belleg àr e gronikenn War hentoù an antroposenn.
Reko Clem: Ladylike Lilly, First Flight



