Tennet e vez muioc’h mui postoù kelennerien.rezed gant Deskadurezh Stad, ha gant-se ec’h a da fallat kondisonoù labour an holl. Muioc’h gant Yann-Pier Diredell a zo ezel deus an FSU, ouzh mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr, deus radio Breizh.
Badminton e Rostrenn...hag e Brezhoweb ! War-se e vez lakaet ar gaoz gant Floent Grouin.
Dañjerus a-walc’h eo ar vicher gov, met tavañjer ebet, maskl ebet gant Tangi Ar Rouzo...An tokarn vez lakaet memestra, abalamour da drouz ar mekanikoù.
Stajiadezed : Erell ha Lilwenn
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy