BOA logo

Jean Le Bouilh - Kervignac

Kreiz Mintin - Gant Radio Bro Gwened

1 ourr 0 mn 27 Mae 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

Kaer eo an amzer ! Kavit ket ? Ohpenn tregont derez durant miz Mae, ne vez ket gwelet ken lies-sen. Choejet am eus neuzen tostaat d’ar mor eit bout un tammig fresk. Ha oet on tre beteg Kervignav eit kaojal get un den pozet , un den trankil, Jean ar Bouilh. Ni’ beus kemeret un tasad kake ba tavarn Eliane, ba kreiz ar vourc’h ha Jean en deus kontet diñ e vugaleaj, ar skol, ar seminer bihañ ha traoù-erell. Ha ba fin an abadenn Kreiz Mintin-mañ e vo ur gronikenn Yann ar Baluc’henn. Ale ! Tosteit d’ar post neuzen, serrit an abavantoù da bellaat an tiommder . Tapit un tasad kafe sklass. Arriv eo eur an abadenn Kreiz Mintin.


Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA