BOA logo

Larsen ha mediator 177 : An acid jazz 2

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

33 mn 32 sec 04 Du 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

N’eus ket ezhomm da implijout karbon pevarzek evit deiziadañ krouidigezh tub brasañ an acid jazz. E 1993 ar single Cantaloop Flip Fantazia gant ar strollad Us3, diazezet war ur sampl eus Cantaloupe Island gant Herbie Hancock, zo embannet war al label Blue Note ha gwerzhet da 1 milion a skouerennoù er Stadoù-Unanet. Reiñ a ra ul eil yaouankiz d’al label jazz kozh war e dalaroù. Met start eo bet ar foenn da dennañ evit Us3. Ganet eo ar strollad pa grog Geoff Wilkinson ha Mel Simpson da seniñ asamblez. O daou zo troet war ar jazz hag ur mennozh o deus : samplañ tonioù kozh jazz hag o c’hemmeskañ gant o sonaozennoù. Ur single kentañ, And the band played boogie, zo embannet gant Ninja Tunes. Kregiñ a ra ar c’hudennoù pa lak ar radio Kiss FM an ton en e blaylist rak en ton e kaver ur sampl bras evel ar mor eus an ton Sookie Sookie gant Grant Green…


Playlist :


- Guru Jazzmatazz : Introduction (Tennad son)

- NW1 (Us3) : The Band Played the Boogie

- Us3 : Cantaloop (Flip Fantasia)

- Maceo Parker : Chicken (Foñs son)

- Groove Collective : Lift Off

- Masters at Work : You Can Do It Baby

- Guru Jazzmatazz (feat. MC Solaar) : Le Bien le Mal

- Brooklyn Funk Essentials : Take the L Train (to Brooklyn)

- St Germain : Sure Thing


Levrlennadur :


- « La légende du jazz » - Roy Carr – Embannadurioù Larousse

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA