Istor Kemper, istor Breizh - Gant Radio Kerne
4 mn 1 sec 27 Kerzu 2023
Yanig Laporte o chom e Kemper 'boe ouzhpenn 20 vloaz zo a gas ac'hanomp 'ba straedoù Kemper. Ur bourmennadenn a dammoù a ra ur pont etre ar gêr a-vremañ ha kêr Kemper en amzer gwechall. O vale dre hentoù kozh ha nevez e teskimp muioc'h ivez war istor Breizh liammet krenn gant istor Kemper.
Erru omp bremañ e straed Santez Katell gant Yannig Laporte.
Skeudenn : Henri Moreau