Abadenn bro Kemperle enrollet (mod un abadenn war-eeun) d’ar 27/01/2026 ha skignet d’an 3/01/2026
Un abadenn kenbroduet div wezh ar miz gant Radio BOA, radio Kerne ha Ti ar vro bro Kemperle ha savet e kambr-sonenrollañ Radio BOA.
Buhezet gant Iwan Rouz.
Kristof Granneg ouzh letrin ar son ha skoazeller kenurzhiañ.
-Fanny Chauffin – ar festival Taol Kurun
-Fanny Chauffin – an «Esteddfod» emvod bras barzhed bro Gembre – Ar genganez, un doare kozh da glotenniñ gant klotennoù diabarzh er yezhoù predenek – Atersadenn Elias Le Bot, talabarder, o seniñ en «Esteddfod» ha Louis-Jacques Suignard : sonadeg «Douartelod».
-Rejin Gwilhamod – un devezh staj e-kerzh an Taol Kurun.
-Rejin Gwilhamod – « Gwezhall ’ oa gwezhall » un droienn digeriñ kontadennoù.
-Fanny Chauffin – stummañ ar re yaouank da gontañ, un aesamant evit arnodenn dre-gomz « grand oral » ar vachelouriezh.
-Enrolladenn gant Fanny: ul liseadez Diwan o lâret he c’hoñchenn en ur bleustradeg.
-Lionel Olier – kronikenn yezh diwar 28vet divinadell levr Mouez[h] Kerne gant Per Martin, chaloni Gwiskriv : «Petra en deus dent ha ne grog ket.»
-Rejin Gwilhamod – kentelig : lakaat ar verb el liester er stumm nac’h «An vugale a gomz met ne selaont ket».
-Lionel Olier: reportaj: koñkour «kino»: sevel ur film dindan daou zevezh. <https://youtu.be/DeaZu66qjp0?si=-SvpNUH4qDbojklF>
-Ton aouidell digeriñ ha klozañ an abadenn: «Kenderv doc’h an heol» gant Jañ-Lug ar Mouel hag ar strollad Dañs ar jeko.



