BOA logo

An divelfenneged 2

Kokennig ar son - Gant Radio Kreiz Breizh

29 mn 57 sec 04 Meurzh 2025

Er rann-mañ
e komzer :

Salud deoc’h bugale, degemer mat en abadenn Kokennig ar son. Ha gwelet ho ‘p eus gleskerien pe raned, tousegi, gweronnelled ha sourded abaoe an abadenn diwezhañ ? Mintin-mañ omp gant Valentin adarre, tro-dro d’e boull-dour ! Pebezh plijadur bezañ e-touesk an divelfenneged. An divelfenneged a zo al loened a vev e div elfenn, elfenn an dour, hag elfenn an douar. Kregiñ a reont o vuhez en dour ha war-lerc’h e teuont maez da vevañ er c’hoadoù, pe un tamm en dour c’hoazh evit ar re a blij dezho neuial evel ar oueronelled.
Kendalc’het meump gant Valentin da dapout loenigoù ha da gomz diwar o fenn. Bern traoù a zo da zeskiñ war al loened gant Valentin !

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA