BOA logo

Seiz

Barzhaz - Gant Radio Kreiz Breizh

12 mn 31 sec 20 Meurzh 2025

Er rann-mañ
e komzer :

Tro ar bloavezh 1860 emañ Herve Jonkour, ur marc’hadour preñved-seiz, o klask adpourveziñ e verniad preñved aet da fall. Evit se e rank mont betek Bro-Japan, ur vro berzet d’an estrenien d’ar mare-se. Peder gwech ez aio di ha n’eo ket beajoù dizañjer, pell ac’hann, a ranko ober rak brezel a vo d’ur poent bennak du-hont.


Tapet e vo Herve Jonkour e gwask un istor karantez ken souezhus ma c’heller soñjal emaomp e bed kevrinus un hunvre n’eus fin ebet dezhañ.

Romant gant Alessandro Baricco, troet diwar an italianeg gant Serj Richard, embannet gant Al Liamm ha kinniget aze gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA