BOA logo

Brewen Favrau ha Veronique Bourjot evit o abadenn Iwerzhoniz a Vreizh

Kokenn ar Son - Gant Radio Kreiz Breizh

1 ourr 1 mn 06 Kerzu 2024

Er rann-mañ
e komzer :

Veronique Bourjot a zo ur ganerez ha kelenerez kan o chom e Rostren. Brewen Favrau a zo soner uileann-pipe o chom e-kichen Rostren. Sorc'hennet int o daou gant Iwerzhon mes dreist-holl gant istorioù an dud, ar re a zo tro-dro dezho mes ivez ar re bet pell 'zo, hag al liammoù a vez etreze. Pa gaozer gante, vênt kat ordin da gontañ deoc'h buhez den-mañ-den. Evit an abadenn "Iwerzhoniz a Vreizh" o deus bet c'hoant da gontañ istor ur strollad tud. Harluidi, iwerzhoniz o tont da Vreizh er XVIIvet kantved. Pa vez ket moan ha treut roudoù an harlu-mañ, penaos kontañ istor daou bobl o deus n'em gavet asambles ? Setu o labour, o ijin, o zalvoudegezh 'vel sonerien ha sonerezed hag evel tud digor.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA