BOA logo

An endro hag al labour-douar lakaet kein ouzh kein gant ar Stad : Mouezhioù Koñfederasion ar Beizanted ha Breizh Vev. 21/07/26

Heklev an hañv - By Radio Kerne

58 min 43 sec 21 July 2026

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne
cultural programs
Ecological transition and biodiversity
social innovations in Bretagne
music shows

Votet 'oa bet al lezenn Loi d'Urgence Agricole dec'h d'an noz er Vodadenn Vroadel ha deus-se 'vo kaoz hiziv evel just.

  • Gant mouezh-aotreet Koñfederasion ar Beizanted 22 Goulven Troadec hon eus lakaet ar gaoz war ar prezegennoù oa bet aozet gant Ministrerezh al Labour-Douar etre miz Meurzh ha miz Even 2026 e Breizh : « Prezegennoù war souveneriezh ar boued ».

  • Bev ha gwarezet an natur e lec’hioù zo. Er Roc’h-Ugu e Pleuzal e vez klasket en ober. Tro-dro d’ar c’hastell zo un park bras gant gwez, poulloù, plant ha loened. Ur vizitadenn heuliet o doa enrollet Yann Boishardy ha Sahel Frangeul-Rabeau eus RKB du-hont, lec’h ma oa Divi Alliot-Toupin (Ti ar Vro Treger-Goueloù) o treuzkas e varregezhioù war sekredoù an natur.

  • Hag a-raok klozañ an abadenn-se ez imp betek Penn-ar-Bed asambles gant Jean-Noël Ballot. Hennezh zo eil-prezidant Breizh Vev ha gantañ ‘vo anv eus an 9 c’humun a c’hallfe bezañ diglaset eus an tachennoù gwarezet deus an nitratoù.

Muzik :

  • Elza Soares, Libertação

  • Soledad, Entré a mi pago sin Golpear

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2026 Radio BOA