Kostez Plourac’h e vefomp evit ar beure.
Baleadennoù berr zo bet kinniget eno e-pad an hañv gant ar C’hontrad Lec’hel a Yec’hed* savet gant
Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù (GPA) ha Leñv Arvor Kumuniezh (LAC).
Un tamm kenlabour gant ar CRT, ar Greizenn Dafar evit an dud Oajet, ha setu lakaet war-droad 7 baleadennig. Troiadoù komod d’an holl ha buhezet gant ur buhezour a-vicher.
Krog e oa ar jeu e penn kentañ miz Gouere gant harp tud ar gevredigezh D2 (Dynamique et Développement) emañ he zi e Kallag.
Met ar re-se o deus un ti war rodoù ivez, an Ti Koad a vez graet deusañ.
E-pad pemzektez betek digwener 7 a viz Eost e oa an ti bihan koant-se war ar parking eeun da di-kêr Plourac’h.
Digwener ne oa ket bet displijus an traoù eno, sur deoc’h ! Degemeret an dud gant kafe ha kachennoù ha mousc’hoarzhoù e-leizh...
Tud aterset : Aline ar Barzh, Thierry hag Alain eus Plourac'h
Sonerezh :
Robert Bizien et Louis Lallour, Gilgoden
Suzanne Fischer, Cours cours (live avec Naira Andrade)
Zord Quartet, Gavotte de l'Aven
Un abadenn lusket gant Tomaz Laquaine-Jakez
*Contrat Local de Santé (CLS)



