BOA logo

Frañsin ar C'hamm 1/2 : "Ar re yaouank a soñj dezhe penaos ar re gozh n’int ket bet yaouank, koura !"

Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh

59 min 54 sec 28 April 2026

In this episode
we discuss :

Languages of Bretagne
cultural programs

Herie ec’h efomp da Blounevez-Moedeg. Mont a refomp di da gontañ kaozioù gant Frañsin ar C’hamm bet ganet er bloaz 1936. E-pad div abadenn e vefomp ganti da gomz deus yaouankiz ha kozhni, karantez, c’hoari-pezh, balioù, kanaouennoù… ha deus bale ha bale c’hoazh war garheñchoù ar vuhez !

En deiz-se eus miz Meurzh 2026 (fresk an amzer en deiz-se !) e oa deuet ivez Josette hag If Fulup, kamaradoù da Frañsin. If a vo klevet dreist-holl. Darn a soñjo marteze o klevet ar gaoz e oa bet lâret a bep sort, re gamm ha re dort ! Laurence, merc’h Frañsin a oa ganemp ivez. Tan dezhi evit un eur gentañ a abadenn. Esperañs ‘m eus ho po kement a blijadur o selaou evel ma ‘m oa me bet oc’h ober anaouegezh gant Frañsin ar C’hamm.

Abadenn enrollet e miz Meurzh 2026 e Plounevez-Moedeg gant Tomaz Laquaine-Jakez

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2026 Radio BOA