Festival d'Arvor - By Radio Bro Gwened
1 h 2 min 15 August 2026
RBG ha RBG.2 e-kreiz Festival an Arvor hag àr-eeun digwener d'enderv get : Koulm Puillandre aveit kinnig ar strollad Mouk Yann-Vari Le Doussal, monitour Kenleur, Gwion Kerangouarec, dañsour, Iban Grenes, sonour, Kompagnunezh ASK (Ados Sonerion Kenleur) aveit kinnig Askor, un arvest nevez get krenarded Sonerion ha Kenleur.
Jañlug er Mouel a ginnigo deoc'h ivez ur c'hwiz àr dañsoù Breizh hengounel... pe pas !
Animet get Corentin Bagot ha Jañlug ar Mouel



