Peoc'h ba'l loch ! - By Radio Kreiz Breizh
59 min 53 sec 06 November 2025
La chanson populaire de tradition orale en langue bretonne. Contribution à l’établissement d’un catalogue gant Patrick Malrieu.
Ar c’hanaouennoù brezhonek n’o devoa roll ebet araok na stagje Patrick Malrieu da sevel unan diwarne. Betek e varv e 2019 en devoa kendalc’het da binvidikaat e labour tezenn goude ma vije bet soutenet gantañ e miz C’hwevrer 1998. Hag e c’haller lenn ar mell labour-se war baper abaoe miz Gwengolo 2025, a-drugarez d’ar gevredigezh Dastum ha d’ar PUR, Ti-embann skol-veur Roazhon 2. Ur stumm paper eus labour Patrick Malrieu ac’h a da glokaat al labour bet lakaet enlinenn gantañ war kan.bzh gant sikour Didier Bécam ha Nolwenn Morvan.
Pennad-kaoz gant Kristian Rivoalen eus ar gevredigezh Dastum.
DIELL-SON : Padrig Malrieu bet aterset gant Noelle Simon eus Radio Kreiz Breizh e miz Meurzh 1998
Kronikenn Barzhaz gant Magali Baron : dastumad danevelloù "Gwalarn, 100 vloaz"
D’ar sadorn 13 a viz Gwnegolo 2025 e oa bet enrollet un abadenn e galleg dirak ur publik niverus e Ti ar Vro Gwengamp, gant sikour Kristian Rivoalen, Ronan Guéblez, Goulc'hen Malrieu, Nolwenn Morvan, Véronique Pérennou, Vincent Morel, Erik Marchand, Korentin Le Davay ha Marthe Vassallo.
Un abadenn da adselaou AZE.



