BOA logo

En Ty an Archeteclin

Barzhaz - By Radio Kreiz Breizh

14 min 8 sec 08 December 2025

In this episode
we discuss :

Peseurt doare lec’h eo ti an Archeteklin ? Ul lec’h hud ma vezomp ennañ evel diavaezidi ha tremenidi ? Ul lec’h ma c’heller diskuizhañ, kemer kalon ha nerzh ha prederiañ sur-mat.
Nag an Archeteklin ? Ur boud dreist gwirvoud, un arc’houere pe un teuz ?
Hag ar barzh a ya kamm-digamm dre ar vro-se, « dizifenn dindan dalc’h e c’hou­lennoù donañ, e c’houlioù kuzhetañ, e erevent spouronusañ », evel ma lavar Magali Baron en he fennad-kinnig.
Ar varzhoniezh a c’hell bezañ evit ar barzh un emgav arvarus gantañ e-unan ha bez’ e c’hell bezañ ivez un emgav entanus gant ar yezh, gant barzhed arallvro evel Victor Jara, Blas de Otero, Sylvia Plath pe Alan Llwyd bet troet e brezhoneg gant an aozer, ha gant awen barzhed ar vro, evel Anjela Duval, Maodez Glanndour pe Roparz Hemon.

Ur torkad barzhonegoù gant Iwan Couée, embannet gant Al Liamm ha kinniget deoc'h gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon

Cofinaned by
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 Pont-Aven street
29300 Quimperlé, Britanny, France
Legal terms -

This website does not use cookies

- Powered by Lumy © 2025 Radio BOA