Tro 80 000 surfour·ez a zo e Breizh hag o kreskiñ emañ an niver a dud o surfiñ, dreist holl aboe ar c'hovid. Met abaoe ar bloavezhioù 70 e weler surfourien·ezed war aodoù Breizh, lec'hioù dibar zo amañ evit ar re sot gant ar gwagennoù e Gwidel hag e Ploeur, en Dorchenn da skouer. Petra kas ar surfourien·ezed da gas eurioù hag eurioù en dour yen a-hed ar bloaz ? Pesert efed 'neus ar surf war an endro ha war an dud ? Peseurt darempred o deus skoulmet ar surfourien·ezed gant ar mor, gant al loened er mor ha gant an natur ?
Dre poltridi surfourezed ha surfourien er vro e respontimp d'ar goulennoù-mañ.