An 8 a viz Meurzh e vo ar Sul o tont, da lâret eo Devezh Stourmoù Etrevroadel evit Gwirioù ar Merc’hed ,hag ur bern traoù zo aozet er vro. En o zouez ur programm a-feson kinniget e Plijidi. Muioc'h gant Piala Coïc, ezel eus ar gevredigezh Graines de Cultures.
Peseurt labour e vez graet gant maered ha maerezed a zo e penn ar c’humunioù bihan ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar geloauenn.
Hag en eil lodenn abadenn e kendalc’homp gant Joseph Laurans, deus an Trevoù, bet medisin War Raok Gwengamp pad 20 vloah.
Keleier : Antoine Trehin
Stajiadez : Patrica Robson
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy



