Kreiz Mintin - Par Radio Bro Gwened
56 min 29 sec 17 novembre 2025
Achiv eo ar vakañsoù ! Oet eo ar vugale d'ar skol en dro. Trankil eo an tiha marsen emañ ar c'hi ba tal an oeled. Arriv eo an eur da lakaat ar post radioàr RBG. Arriv eo eur Kreiz Mintin.
Da gomañs e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe. Ni beus kaojet a-zivout Gouel an Hollzent. Petra veze graet ba he familh.
Da heul e vo un archivenn get Germaine Chevillard, Albert Baucher hag Alan Le Noac'h. Kaojet vo a-ziàr ar liamm etre ar brezhoneg hag ar choukrout
àrlec''h e vo un anrejistramant bitig forzh get Marianne Bertarand. Honnezh a zeske d'an dud penaost liviñ ar voulouz durant ar Festival Etrekeltieg an Oriant
hag eit achiv e vo klevet ur fablenn anrejistret get Mahev Kouvo
Ale ! Ajit ba ho kanape. Kemerit ho ki geneoc'h. Lakit ar son kreñvoc'h. Pas re heñ !!Mall eo komañs an abadenn-sen
Muzik :
Gwerz - ar Miliner
Allen - Assassino
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel



