Demat da razh an dud ha demat deoc’h c’hwi Sylvie ! Komans a ra ar sizhun. El pep lun ne vez ket labouret geneoc’h hag eit ur wezh e vez kemeret un tamm amzer eit kousket un tamm hirroc’h. Ha marsen eh oc’h just a-walh e tijuniñ. Eh beh Sylvie, me lar deoc’h. Un tammig trouzus vo an emision Kreiz Mintin hiriv. Oeit on tre bedeg Kervignac ur wezh arre. Jean ar Bouilh n’oe c’hoazh traoù da laret diñ. Ni beus ‘n em gavet ba un tavarn ba kreiz ar vourc’h hag un nebeudig a dud oe. Klevet mat vez Jean ur sort. Ha neuzen hon eus kaojet a-zivout
CD devezhañ Kanerion Pleuigner
ar Raktres TV Breizh
Ba fin an abadenn e vo klevet Emile Samedy è kontiñ deomp ur gontadenn.
Ale Sylvie ! Damp neuzen ! Tapit ho kroasant, ho polennad kafé. Lakit ar son un tammig kreñvoc’h.
Muzik :
Léa - L'aube et la guerre
Kanerion Pleuigner
Marsel Jaffre
Shahram Nazeri ha Tahmoures Pournazeri - Amoo Nowrouz
Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel



