Gozig kant vlez… Ya gozig kant vlez. Naondeg vlez arn ugent da laret ar wirione. N’on ket oet pell. Ba kreizig bourc’h Ploue am eus rankontret Francine ar Brizh. A-us ar stal kigerezh moc’h he doe dalc’het aboe 1962. Serret eo bermañ met anavet mat e veze get toud an dud er vro. Gwellet he deus ur bochad traoù a-hed he buhe, me lar deoc’h. Ni beus bet bourrapl hon daou e laret kaer. Ni beus kaojet a-zivout.
an amzer durant ar brezel
ar moc’haj hag ar stal kigerezh moc’h,
ar rafl durant pardon Santez Anna ar C’hoed ha traoù-erell
ba fin an abadenn e vo klevet ur gronikenn anrejistret get Merwin ha Herri ar Borgn a-zivout brezhoneg ar Skorff
Muzik :
Pierre Cado - An Tavarnour
Mouk - Ar Paotr Arajet
Avaz e Setar
Angine de Poitrine - Fabienk Later
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel



