Un tammig ispisial vo an abadenn Kreiz Mintin-mañ. Me 'garehe inouriñ un den. Ha geniñ-me e vo tud Radio Bro Gwened. Loeiz Konan zo oeit diwener paset d'ar bed-erell. Hinnezh oe bet animatour ba'hor radio adal 2000 bedeg 2009. Animatour an abadenn Kreiz Mintin oe hag eñ en deus graet ur pezh a labour.Kavet am eus ba archivoù ar radio un abadenn enrollet get Marie-Laure Groix. Trugarez deoc'h Loeiz.



