BOA logo

Festival Diskord - Abadenn war-eeun e brezhoneg - 23 a viz Mae e Rostrenn

RKB en extérieur - Par Radio Kreiz Breizh

1 heure 1 min 28 mai 2026

Dans cet épisode
on discute :

Berzh ‘neus graet ar festival Diskord e Rostrenn ! Deuet eo an dud da welet an abadennoù kinniget gant La Foumi.e hag Ar Fiselerezh er Garaj Duro d’an 21, 22 ha 23 a viz Mae.

Gant RKB ha RTG oamp bet war eeun d’ar Sadorn evit lakaat war-wel oberennoù nevez savet hag evit atersiñ artizanezed/ed hag arzourezed/ien oant war al lec’h evit diskouez o labour !

M’ho peus c'hoant da c'hoût hiroc’h war an oberenn « Nous fabriquerons des Merveilles » gant Claire-Rose Barbier ha Véronique Bourjot peotramant war gartenn Creepy Kreiz Breizh gant Brewen Favrau, deuit da selaou an abadenn ! Resevet hon eus ivez Breuuenn eus Eon Avel ha Tara Huelloù evit lakaat ar gaoz war al linograverezh hag an arz e Breizh a-raok atersiñ Kadvael eus Plouz ha Foen !

Plijadur deoc’h ! Setu an abadenn war-eeun oa bet lakaet e-plas d’an 22 a viz Mae e Rostrenn ha skignet war gwagennoù Arvorig FM er memes koulz. M’ho peus c’hoant da c'hoût hiroc’h c'hoazh war ar festival Diskord, kit da selaou an abadenn e galleg savet gant RKB ivez ! Kenavo !

Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA