Peseurt doare lec’h eo ti an Archeteklin ? Ul lec’h hud ma vezomp ennañ evel diavaezidi ha tremenidi ? Ul lec’h ma c’heller diskuizhañ, kemer kalon ha nerzh ha prederiañ sur-mat.
Nag an Archeteklin ? Ur boud dreist gwirvoud, un arc’houere pe un teuz ?
Hag ar barzh a ya kamm-digamm dre ar vro-se, « dizifenn dindan dalc’h e c’houlennoù donañ, e c’houlioù kuzhetañ, e erevent spouronusañ », evel ma lavar Magali Baron en he fennad-kinnig.
Ar varzhoniezh a c’hell bezañ evit ar barzh un emgav arvarus gantañ e-unan ha bez’ e c’hell bezañ ivez un emgav entanus gant ar yezh, gant barzhed arallvro evel Victor Jara, Blas de Otero, Sylvia Plath pe Alan Llwyd bet troet e brezhoneg gant an aozer, ha gant awen barzhed ar vro, evel Anjela Duval, Maodez Glanndour pe Roparz Hemon.
Ur torkad barzhonegoù gant Iwan Couée, embannet gant Al Liamm ha kinniget deoc'h gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon



