BOA logo

C'hoari-echedoù : eus ar Brezel yen betek Klub Echedoù Rostrenen

Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh

58 min 40 sec 27 février 2026

Dans cet épisode
on discute :

A-benn arc’hoazh ‘vo aozet ur staj e sal (ar)  gouelioù Rostrenn lec’h ma vo Brendan Budok, kampion Breizh, o reiñ alioù evit mont war-raok gant ar c’hoari-mañ. Aozet eo gant klub echedoù Bro Fisel etre 2e ha 6e goude-merenn. Digor eo an dorioù d’an holl, d’an dud deuet ha da re-varrek dija.

Un digarez brav evidomp evit mont da welet anezhe, e tavarn an Ti Devine’s ba Rostrenn. Bep Lun e vezont o c’hoari ‘sambles hag o teskin strategiezhoù nevez.

Bet e oamp o kaozeal gant Brendan Budok ivez, ar wech-mañ diwar-benn istor politikel an echedoù ha deus plas ar merc’hed er bed-man.


Cofinancé par
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 rue de Pont-Aven
29300 Quimperlé, Bretagne, France
Mentions légales -

Ce site n'utilise pas de cookies

- Propulsé par Lumy © 2026 Radio BOA