Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh
59 min 8 sec 23 avril 2026
Marteze e anavezit skipailh 11 ar C’hreiz Breizh Akademi, pe strollad ar Parcours Musique Modale (PMM) 2026-27 dija !
Ar sonerezed hag ar sonerien zo barzh a vez o labourat hardi hag a-stroll war ar muzik modal. Skoazellet eo ar re-se gant Emmanuelle Bouthilier, renerez ar skipailhoù hag Anne-Marie Nicole, a ra war-dro ar PMM.
Bep miz e vez aozet gant ar C’haBA hag ar PMM beilhadegoù lec’h ma tiskouezont pezh o deus graet.
D’ar Merc’her 6 a viz Mae e c’hallefet mont da wel anezhe ba Perwenan ba Logelloù, d’ar 4 miz Even ba Langoned ha ba' Rostrenenn d’an 2 a viz Gouere. Un digarez evidomp da lakaat ar gaoz war ar stummadurioù-se ha war ar muzik modal.



