Kokenn ar Son - Par Radio Kreiz Breizh
59 min 53 sec 09 novembre 2026
Resevet hon eus Rozenn an Drev, renerez Ti ar C’hoadoù, da gontañ eus Gouel an Diskar-Amzer 'vo e Ti ar C'hoadoù d’ar 15 a viz Du. A broc'h 'vo enoret ar bloaz-mañ!
Klevet 'vo manifesterien ha manifesterezed a oa ba Lannuon d’ar Yaou 5 a viz Du. N’int ket prest da baouez gant ar stourm ha brav eo selaou anezhe da c’hoût petra ‘c’houlennont groñs, petra lak anezhe da vont ba’r straedoù.
Kaoz e vo ivez eus ur c’heriaoueg nevez : Geriaoueg teiryezhek, benelour hag LGDTE+. Aterset oa bet Liza Jakez Vargas ha Morgane Bramoullé gant RKB e Saloñs al Levrioù ba karaez.



